Avel Em Fenn - Gwener 16 a viz Genveur
Hiniv e klevit liseidi Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan en ur reportaj graet get Gael an Du a Radio Bro Gwened: savet o deus ar liseidi ur ganenn asambl get Brieg Guerveno!
Klevet 'vo ivez Julien Cornic doc'h mikro Morgane Suire, stajiadez e Radio Kreiz Breizh, hag aveit ar wezh ziwezhan, Kristian ar Bras e pennad kaoz ar sizhun, doc'h mikro Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh. Ha n'eo ket toud! Distro eo Loeiz Beleg ivez, get e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen, hag e kreiz an abadenn e kas Aodren Trehin keleier ar vro hag ar bed. Abadenn animet get Emrys van Seventer.
Foto : L'Echonova / Alban Guilleron